« An holl evit Plougastel » zo ur skipail bodet gant Plougastelliz hag o deus c’hoant kinnig ur raktres nevez evit hor c’humun.

N’omp ket staget ouzh parti politikel ebet, met mennozhioù ha talvoudigezhioù kreñv zo deomp. Tud disheñvel zo e-barzh ar skipailh-mañ, met ur dra boutin zo etrezomp-ni : gant startijenn e labouromp evit mat an holl Blougastelliz. N’omp ket fall-galonekaet gant ar vuhez politikel modern, memes ma’vez skrabet gant an dud a-vicher re alies. Ar bolitikerezh zo afer an holl geodedourien, war an dachenn lec’hel dreist-holl.

Setu perak e fell deomp sevel ur raktres boutin asambles gant ar Blougastelliz : emvodoù digor d’an holl zo bet aozet ganeomp mizioù goude mizioù, diwar-benn sujedoù disheñvel-tre (sevenadur, demokratelezh, politikerezhioù sokial…).

Hor programm zo bet skrivet a-stroll ha peurlipet a-hed ar bloavezh gant ar Blougastelliz mennet da labourat ganeomp. Pa vimp dilennet e vo kendalc’het e-mod-se peogwir eo pouezus deomp goulenn ali an annezidi ha digeriñ ar vuhez politikel d’an holl geodediz.

David Moan zo bet dibabet ganeomp : e penn hol listennad e vo evit sachañ hor raktres war-raok.

« 37 bloaz on ha tad bugale enskrivet e skol Gwarem Gozh ha skolaj ar Feunteun Wenn. E penn ur skipailh nevez emaon hiriv, e-touez paotred ha maouezed Plougastell mennet-brav ha strobet asambles ganin evit sachañ hor c’humun war-raok ! Ofiser a vor ha kazetenner on bet ha bremañ on kuzulier prezidantezh departamant Penn-Ar-Bed. Paotr an tu-kleiz on, met distaget diouzh an holl bartioù broadel.

Diouzh an talvoudigezhioù-mañ e fell din kinnig ur raktres a-feson evit Plougastell. Met dibosupl ober hep ul listennad digor-bras, barrek, keodedel ha diazezet war temoù brav (ar c’hengred, an dreuzenn ekologel ha sokial, an diorren ekonomikel…)

Hor programm zo bet savet tamm ha tamm, asambles gant an annezidi aboe mizioù ha mizioù. Emvodoù ha strolladoù-labour niverus zo bet eo bet ganeomp ha digoret d’ar b/Plougastelliz. Gouest omp bremañ da ginnig deoc’h ur raktres sirius, kensavet ha modern evit Plougastell an dazont !

Asambles e vo gounezet,

Asambles e vo savet Plougastell an dazont ! »