Laouen omp da ginnig deoc’h hor skipailh evit dilennadegoù an ti-kêr. Hor raktres zo savet goude mizioù a labour hag a emvodoù. Skoazellet omp bet gant ur bern Plougastelliz mennet o deus kinniget o soñjoù.

Ur skipailh bet savet gant tud disheñvel a-fed oad, hentoù-buhez ha mennozhioù. Leun a startijenn zo ennomp evit kas raktresoù nevez war-raok e Plougastel, asambles gant an holl b/Plougastelliz.

Ur bern dalc’hioù zo da dizhout. Fellout a ra deomp ijinañ darempredoù nevez etre an dud hag an ti-kêr ovezañ tostoc’h outo. Graet hon eus hor soñj sevel ur gwir demokratelezh lec’hel. Sachet e vo tout ar b/Plougastelliz da gemer perzh e buhez an ti-kêr evit kinnig o mennozhioù hag o alioù.

Ret eo ivez lakaat an dizingaldedoù da zigreskiñ : setu perak omp mennet da vont tostoc’h-tostañ ouzh an dud e-barzh ar c’harterioù hag ar c’hêriadennoù evit skoazell anezho. Arabat eo d’an annezidi chom o-unan, pell-tre eus ar servijoù publik ha medisin.

An dreuzenn ekologel n’eo ket ur choaz bremañ, met ur redi evit Plougastell. Ret eo deomp soñjal da cheñchamañtoù an hin o tont, prientiñ-mat hor c’humun ha kavout diskoulmoù dereat. Ret eo ivez kavout gant an holl ac’hanomp penaos bevañ en un doare doujusoc’h ouzh en endro.

Ur bern dalc’hioù nevez zo, kement war dachenn an transportoù, al lasterezhioù pe an diorren ekonomikel. Setu perak e fell deomp lakaat pouez Plougastel da greñfaat e-barzh Metropolenn Brest.

Memestra evit Park Naturel Rannvroadel an Arvorik : un tiriad troet mat war-zu ar vorlenn eo Plougastel, gant ar porzhioù hag an hentoù-mor. Ur chañs eo ivez evit kas an touristelezh war-raok, unan doujus ouzh an endro, ha diazezet war ar sportoù hag an natur.

Pegen chañsus omp o vevañ e Plougastell ! Ul lec’h plijus-kenañ, gant un identitelezh hag ur sevenadur mil-brudet. Fellout a ra deomp digeriñ ar sevenadur-mañ d’an holl ha skignañ anezhi e pep lec’h. Ur sevenadur a-feson, diazezet war un istor fonnus ha troet ivez war an amzer da zont.

Asambles e vo savet Plougastell an dazont !